Levr Ruth
Rann eus | Five Megillot, Ketouvim, Testamant Kozh, Historical books |
---|---|
Anv er yezh a orin | מגילת רות |
Titl | רוּת |
Labour da-heul | The Story of Ruth, Ruth Rabbah |
Raklec'hiet gant | Levr ar Varnerien |
Heuliet gant | Kentañ Levr Shmouel |
Embannadur | The Book of Ruth, The Book of Ruth, Q64392288, Q64412025, Q70122011 |
Yezh an oberenn pe an anv | Biblical Hebrew |
Entry in abbreviations table | Ruth |
Levr Ruth[1],[2] pe Rout[3] (hebreeg : מגילת רות Megilath Ruth, "roll Ruth") zo ul levr eus ar Bibl. Kontañ a ra istor Ruth a zo mamm-guñv d'ar roue David.
Diverrañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En amzer an istor-mañ edo ar varnerien o ren pobl Israel. Naonegezh a voe, hag un tiegezh israelat eus Betlehem, anezhañ Elimelec'h, e wreg Naomi, hag o mibion Mahelon ha Kileyon, a zivroas da Voab. Mervel a reas Elimelec'h, hag ar vibien a zimezas da vaouezed eus Moab : Mahelon da Rout ha Kileyon da Orpa.
Ruth a zegemeras doue pobl Israel evel he doue. Naomi eo he mamm-gaer.
Mervel a reas Mahelon ha Kileyon. Divizout a reas Orpa chom e bro Voab. pa zibabas Rout mont gant he mamm-gaer da Vetlehem. Sikouret e voe an div gant Boaz a oa eus kerentiezh Elimelec'h.
Priediñ a reas Boaz da Rout. Genel a reas ur mab, Oved,[4] hag a voe tad Yese (pe Ishai), tad David.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Hervez an droidigezh e Bibl ar Gonideg e 1866.
- ↑ Hervez Histor Zantel Eozen-Vari Madeg, 1929, p. 85
- ↑ Hervez troidigezh An Tour-Tan
- ↑ Rt 4,16