Mnemere

Eus Wikipedia

Mnemere pe Mneme (henc'hresianeg : Μνήμηpe) a oa muzenn an Eñvor, unan eus an teir muzenn a orin eus Boiotia ha merc'hed Mnemosyne. C'hoar Aoide ha Melete e oa.

Muzenn ar c'hrouiñ arzel eo, klask a ra reiñ stumm d'ar soñjoù difetis. Da gentañ he devez soñj, war-lerc'h e sko war ar paper ar pezh a zo bet soñjet a-raok gant he c'hoar Melete. Reiñ a ra korf ha buhez d'ar mennozhioù deuet eus empenn Melete ha diwar he labour eo e labouro Aoide war-lerc'h.

Gant an arzourien e vez diskouezet evel ur plac'h o terc'hel ur goustilh-skrivañ.

Diwezhatoc'h e teuas an teir muzenn da vout pemp, pa voe lakaet div vuzenn all, Arche ha Thelxinoe en o zouez.

Diwezhatoc'h c'hoazh e voe graet anv eus Nav Muzenn an Olimp.

Lec'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]