Melete

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Melete (Μελέτη) e oa an hini gentañ eus an teir Muzenn, pe Merc'hed an Awen, a orin eus Boiotia, hervez Paosanias. C'hoar e oa da Aoide ha Mneme, o-zeir merc'hed da Mnemosyne. Diwezhatoc'h e voe nav anezho.

Hi a oa plac'h, pe muzenn, ar faltazi, ar mennozhioù, an emsoñjal hag an emc'hourdonañ. Karget e oa da reiñ stumm d'ar mennozhioù, hag he c'hoarezed goude o c'hase betek an ober, ma teuent da vezañ oberennoù arzel.

En oberennoù arzel ec'h anavezer anezhi abalamour ma vez o sellout en diamen, ur biz ganti war he genoù.