Misterioù ar Grennamzer
Ar misterioù a oa pezhioù-c'hoari a veze diskouezet en Europa ar Grennamzer, en ilizoù pe dirake, adalek an Xvet betek ar XVIvet kantved, ha kaoz enne eus darvoudoù tennet eus ar Bibl pe eus mojennoù diwar-benn buhezioù ar sent.
E-penn kentañ ar XIVvet kantved e veze anavezet stumm c'hoari ar misterioù tennet eus ar relijion gristen en Europa :
- Mister laouen (ar C'heneliezh)
- Mister poanius (ar Basion)
- Mister gloarius (an Dasorc'hidigezh)
En iliz e veze an abadennoù en deroù. Peogwir e oa bet chalet lod e veze c'hoariet neuze war blasenn an iliz, hag en diwezh e parkeier tro-dro pe er straed.
E 1398 e veze tro da welet ur strollad c'hoarierien anvet "Kenvreudeur ar Basion" — abalamour ma veze aozet ganto ar Basion dreist-holl — o tiskouez o labour en ul lec'h toet pe goloet e Sant-Maur e-kichen Pariz. Difennet e oa bet dezho c'hoari abalamour da brepozioù hudur savet ganto. Koulskoude e oant bet aotreet gant ar roue Charlez VI da gemer plas war live degemer ospital an Drinded e straed Saint-Denis e 1402[1]. Pirc'hirined ha beajourien a gave lojeiz eno pa oa bet serret dorioù kêr Bariz. Pouezus eo ar bloaziad-se peogwir e oa ar wech kentañ d'ur strollad da vezañ staliet en ul lec'h resis: rakstumm ar pezh a voe ar c'hoariva e Bro-C'hall diwezhatoc'h..
Leurenniñ ur mister a veze hervez al "leurenn" a veze prestet dezho. Ma veze c'hoariet en ur straed e tisplegent e doare ul lidambroug war ur garigell, da lavaret eo e valee an arvesterien keit ha ma ne veze ket echu sellet ouzh an istor. Ur wech staliet ha lec'hiet ar strolladoù ne veze kavet nemet ur c'hinkladur hepken. War ur chafod e veze savet hag e veze implijet ul lodenn anezhañ evit pep taolenn.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Graham A. Runnalls. La confrérie de la Passion et les mystères. In : Romania, niv. 485-486, 2004, pp. 135-201. Kavet : 16 Here 22.