Mont d’an endalc’had

Mirdi an Arzoù (Naoned)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Mirdi arz Naoned)

Mirdi brasañ Breizh eo Mirdi an Arzoù e kreiz-kêr Naoned, er straed Georges-Clemenceau, hag addigoret e 2017. Talbennoù e savadur, an toennoù hag ar skalieroù meur zo enskrivet e roll ar monumantoù istorel abaoe 1975.

Salioù an XIXvet kantved.

Krouet e oa bet mirdi an arzoù-kaer e 1801 dindan ren Napoleone Buonaparte, war un dro gant 14 mirdi all e Bro-C'hall. Roet e oa bet un daou-ugent bennak a daolennoù dezhañ gant ar Stad, tennet eus ar "Mirdi kreiz" ("musée central", bremañ mirdi al Louvre). Prenet e voe gant kêr Naoned dastumad ar vreudeur Pierre ha François Cacault. Klokaet e voe ar font-se, ennañ meur a oberen a bouez, gant donezonoù ha prenadennoù gant ar gêr skoazellet gant Kevredigezh mignoned Mirdi arzoù-kaer Naoned. Hiziv ez eus fiziet er mirdi oberennoù ouzhpenn gant Dalc'had Rannvroel an Arz a Vremañ (DRAB) Broioù-al-Liger hag ar Greizenn Pompidou.

Savet e voe ar savadur etre 1893 ha 1900, war steuñv an tisavour Clément Josso.

Serret e oa bet e Kerzu 2011, evit daou vloaz d'ar muiañ, a lavared, hag addigoret eo bet e Mezheven 2017 hepken abalamour da zour danzouar dizoloet en diazezoù.

Bugaleaj Pico della Mirandola, gant Paul Delaroche, 1842, Mirdi arz Naoned.
  • an arz eus an XIIIvet d'an XVIIIvet kantved
  • XIXvet kantved
  • arz modern
  • arz a vremañ