Mont d’an endalc’had

Mirdi

Eus Wikipedia
Ur mirdi e Malaysia

Ur mirdi (liester : mirdioù) a zo un ensavadur kefridiet da gendastum traezennoù fetis evit o gwareziñ, klask titouroù diwarn o fenn, displegañ o c'henarroud, o dispakañ koulz gant an titouroù liammet outo evit splet ar weladennerien. "Mirdi" a reer ivez eus ar savadur pe ar savadurioù m'emañ an ensavadur enno, evel m'eo meneget e-barzh ar ger a zeu eus "mir"(out) + "ti" (kemmadur dre vlotaat).

Hervez an ICOM (International Council of Museums - Kuzul etrebroadel ar Mirdioù), un ensavadur padus e servij ar gevredigezh e tlee bezañ ur mirdi. E balioù pennañ a denn d'ar studi, d'an deskadurezh ha d'an diduamant.

Hollegezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kavet e vez meur a seurt mirdioù, bihan ha bras, e kêrioù, e kêriadennoù pe war ar maezioù. Lies, hollek pe arbennig e c'hall bezañ donn pe zodennoù ur mirdi. Darn mirdioù a zo dezho ar gefridi kendastum ha diskouez traezennoù pe obererezhioù ar pastell-vro pe ar vro m'emaint, lod all a zo war un dachenn arbennik pe war un diskiblezh hollek evel ar arzoù pe ar skiantoù.
Peurvuiañ ne c'heller ket lakaat en diskouez kement tra a zo e kerz ar mird,i hag ar peurrest a vez miret en ul lec'h kloz ha gwarezet mat, ar mirva. Ne vez aotreet mont ennañ nemet da implijidi an ensavadur, d'ar studierien ha d'ar glaskerien a zo bet degemeret o goulennoù gweladenniñ.
Meur a obererezh a vez aozet evit tapout pled ar weladennerien hervez o oad pe o ezhommoù. Kinniget e vez diskouezadegoù amzeriat, prezegennoù, arvestoù sinema, sonerezh, diskouezadurioù teknologiezh, kentelioù, hag all.
Meur a draezenn viret a zle bezañ studiet hag adaozet zo en ul lec'h a-ratozh anvet labourva ar mirdi. Eno e vez implijet teknologiezhioù arbennik evel an arnodennoù dre skinoù X, an deiziadadur dre garbon 14, al luc'hskeudenniñ, adaozidigezh an enlivadoù, erlec'hiadur al lodennoù diank hag all.