Milan Rastislav Štefánik

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Milan Rastislav Štefánik

Milan Rastislav Štefánik (Košariská, 21 Gouere 1880 — Ivanka pri Dunaji, 4 Mae 1919) a oa ur politiker, diplomat, nijer ha steredoniour slovak hag a voe jeneral en aerlu Bro-C'hall e-pad ar Brezel Bed Kentañ. Kemeret en doa perzh e krouidigezh Tchekoslovakia. Etre an 28 a viz Here 1918 hag ar 4 a viz Mae 1919 e voe ministr ar Brezel e Kentañ Republik Tchekoslovakia.

Dre obererezh ar bolitikerien tchek harluet Tomáš Masaryk hag Edvard Beneš hag ar Slovak Štefánik e voe anavezet gant stadoù an Triple Entente gouarnamant da c’hortoz Tchekoslovakia a-raok ma vije bet embannet dizalc’hiezh ar vro-se en douaroù kontrollet gant Aostria-Hungaria.

E-kreiz 1915 e oa bet bodet Beneš ha Štefánik gant Masaryk e Pariz ha deuet e oant a-benn da sachañ pennoù bras Bro-C’hall d’o zu ha d'o lakaat da soñjal ne oa tu ebet da lakaat sistem politikel Aostria-Hungaria da gemm na da anavezout gwirioù broadel ar pobloù slav. Kregiñ a rejont neuze da stourm evit ur stad dizalc’h en un Europa ma vefe doujet da wir an holl bobloù d’en em ren o-unan. E 1916 e voe savet gant an tri anezho Kuzul broadel Tchekoslovakia, evit kenurzhiañ oberoù an holl re a stourme ouzh impalaeriezh Aostria-Hungaria, e darempred gant pennadurezhioù an Triple Entente. Mont a reas Štefánik e-barzh aerlu Bro-C’hall e 1915 ha buan-tre e krogas da sevel un arme youlidi tchek ha slovak, e Bro-C’hall da gentañ hag e broioù all da c’houde, da stourm ouzh impalaeriezh Habsburg. Mervel a reas en ur gwallzarvoud nijerez, e-kichen Bratislava, pa oa bet galvet da vont da stad nevez Tchekoslovakia.

Aerborzh Bratislava zo bet roet anv Štefánik dezhañ.