Mike Pence

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Mike Pence by Gage Skidmore 4.jpg

Michael Richard Pence, pe Mike Pence, ganet d'ar 7 a viz Even 1959 a zo ur politikour stadunanat ha bes prezidant gouarnamant Donald Trump. Bez e oa a-raok 50vet gouarnour stad Indiana. Republikan, Pence a oa bet dilennet en United States House of Representatives er bloavezh 2000.

En em ginnig a ra eñ evel un den "Kristen, mirour ha republikan [..] en urzh-se" ("I'm a Christian, a conservative, and a Republican, in that order," [1]

Harozed yaouankiz Mike Spence a oa John F. Kennedy ha Dr. Martin Luther King Jr.

Mennozhioù politikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mennozhioù politikel Mike Pence a zo reoù mirour.

Pa oa gouarnour stad Indiana e sinas kinnigoù lezenn pe e embannas mennozhioù strizh:

  • Torfed ha nerzhioù polis "Ar c'hastiz a varv evit dibennerezh. ma vez dibennet bev unan bennak paotr pe plac'h, ar muntrer a c'hello bezañ lekaet d'ar marv."
  • Statud da geñver bevenniñ ar palforzherezh "Statud mare bevenniñ un enklask evit palforzherezhioù a zo roet 5 bloaz ouzhpenn dezhañ gant ma vez adkavet DNA, prouennoù pe ma vez anzavet gant an torfedour."
  • Roet en deus harp evit kaout muioc'h a blas d'an armoù er vuhez a pemdez pa oa gouarnour. Evel-se e harpas ar gwir da vezañ armet er skolioù-meur.
  • Enebet eo ouzh ar sioc'hanañ, klasket en deus reiñ lamm da roadennoù arc'hant ar stad d'ar Planned Parenthood. komzet ez eus bet eus ur brezel etre Pence hag ar Planned Parenthood.
  • Roet en deus bet harp d'ar "Religious Freedom Act" ul lezenn evit difenn muioc'h c'hoazh an dud e-liamm gant o relijion met a roe an tu da nac'hañ servij tud heñvelreizh. Rediet eo bet da sinañ un adsevel d'al lezenn e 2015.
  • Enebet-daonet eo ouzh an Obamacare.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]