Mikalojus Konstantinas Čiurlionis

Eus Wikipedia
M. K. Čiurlionis

Mikalojus Konstantinas Čiurlionis, pe M. K. Čiurlionis, (Senoji Varėna, 22 Gwengolo 1875 - Varsovia, 10 Ebrel 1911) a oa ul livour ha sonaozour lituanat.

Evel sonaozour en deus savet ouzhpenn 250 pezh, anezho barzhonegoù sinfonek, kanadennoù pa pezhioù evit ar piano.

Evel livour en deus graet taolennoù difetis, a-raok ma voe kroget d'e ober gant Francis Picabia, a seller outañ evel unan eus ar c'hentañ livourien difetis modern. Sevel a reas alies "heuliadoù" taolennoù, evel teirzaolennoù, aozet evel pezhioù sonerezh (meur a "sonadenn" en deus graet da skouer, gant un daolenn anvet "Allegro", unan all anvet "Andante"...). Kalz eus e livadurioù a c'haller gwelet er Mirdi Broadel Arz Mikalojus Konstantinas Čiurlionis e Kaunas.

E Vilnius emañ Skol Vroadel Arz M. K. Čiurlionis, anvet evel-se en enor dezhañ. Un asteroidenn, 2420 Čiurlionis, zo bet anvet diwarnañ ivez.

Taolennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1907 : Sonadenn an heol (Saulės sonata)


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.