Midyan

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Hervez Levr an Ermaeziadeg (Er.) ez eo Midyan[1] ar vro ma tec'has Moshe goude bezañ lazhet un Egiptad hag a skoe gant un Hebread (Er. 2,15).

Koazezet e oa e-kichen ur puñs pa zeuas merc'hed Reouel — hag eñ beleg Midyan — da gerc'hat dour. Argaset e voe ar merc'hed gant mêsaerien ha sikouret gant Moshe.

Kontañ a reas ar merc'hed an afer d'o zad. Setu ar pezh a lenner en Tanac'h (Er 2 20-22) :

 Hag e lavaras d'e verc'hed : "Pelec'h emañ ? Perak hoc'h eus lezet an den-se ? Galvit anezhañ ma tebro bara." Hag ez asantas Moshe da chom gant an den, a roas Zipora e verc'h da v/Moshe. Ha houmañ a c'hanas ur mab, hag eñ a c'halvas e anv Gershon, rak, emezañ, "Ostiziad on bet e bro estren." [2]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Anvet eo "Madian" e troidigezh ar Bibl gant Gwilh ar C'hoad, p. 49.
  2. Troidigezh an Testamant Kentañ gant An Tour-Tan, kentañ levrenn, p. 57.