Zipora

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Merc'hed Yitro (Zipora),
munud eus ur murlivadur gant Botticelli.

Hervez an Tanac'h e oa Zipora[1] (hebraeg : צִפוֹרָה,Tsippora,"evnig" ; gresianeg : Σεπφώρα ; arabeg : صفورة‎‎)[2] unan eus merc'hed Reouel, beleg Midyan. Roet e voe da bried da Voshe (Er 2, 21) hag e c'hanas dezhañ ur mab hag a voe anvet Gershon peogwir e oa bet Moshe "Ostiziad e bro estren". En Er 18, tad-kaer Moshe n'eo ket anvet Reouel met Yitro ha meneget eo bepred Zipora[3] evel gwreg Moshe ha mamm d'e zaou vab Gershon hag Eliezer.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Anvet eo Sefora e troidigezh ar Bibl gant Gwilh ar C'hoad, p. 50.
  2. en testennoù e saozneg e kaver ar stummoù "Zipporah" pe "Tsipora" er "Bible de Jérusalem" (fr) (embannadur 1998) e kaver "Çippora" p. 107.
  3. Troidigezh an Testamant Kentañ gant An Tour-Tan, kentañ levrenn, p. 73, amañ e kaver Zipora skrivet "Sipora".