Mic'hal
Neuz
Mic'hal
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Anv e yezh-vamm an den | מיכל |
Tad | Shaoul |
Mamm | Achinoam |
Breur pe c'hoar | Abinadab ben Saul, Merab, Yonatan |
Pried | David, Palti |
Present in work | Kentañ Levr Shmouel, Eil Levr Shmouel, Kentañ Levr an Danevelloù |
Mic'hal[1] a oa unan eus merc'hed Shaoul, roue Israel, hervez Kentañ Levr Shmouel.
Karout a reas David ha roet e voe da wreg dezhañ (1S 18, 20 -28). Pa glaskas Shaoul lazhañ e vab-kaer David e voe sikouret gant e wreg da dec'hout(1S 19, 11-17).
Goude tec'h David e voe roet Mic'hal da Falti (« Ha Shaoul en devoa roet Mic'hal, e verc'h, bet gwreg David, da Falti, Mab Laish, a oa eus Galim. »[2]
Hervez 2S 6, 16-23 e voe milliget Mic'hal (chom a reas difrouezh betek dibenn he buhez) dre m'e devoa rebechet da Zavid bezañ dañset dirak Arc'h Doue.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Mikal e troidigezh Gwilh ar C'hoad
- ↑ 1S 25, 44, Troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn, p 93