Mont d’an endalc’had

Rouantelezh Israel

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Roue Israel)
  • Ur pennad Israel zo ivez, diwar-benn ar stad a vremañ.
Rouantelezhioù Israel ha Juda en Henamzer (war-dro 800 kent JK).

Rouantelezh Israel zo ur rouantelezh kozh eus ar reter nesañ savet gant an Hebreed e Palestina en oadvezh an houarn, hag a badas war-dro 200 vloaz, adal fin an Xvet betek an VIIIvet kantved a-raok JK (dre vras 930-720 kent JK). Alies e vez lavaret rouantelezh Samaria pe rouantelezh an hanternoz, evit he disheñvelout diouzh rouantelezh Yehouda, er c'hreisteiz dezhi. Hervez ar Bibl hebreek, e teuas war-lerc'h rouantelezh unanet Israel ha Juda. « Ephraim » a vez lavaret anezhi ivez.

Meur a diegezh a renas warni. Kentañ kêr-benn e oa Sichem, pe Shec'hem[1], a-raok ma voe kaset gant Jeroboam da gêr Tirça. Goude e voe savet kêr Samaria gant Omri, ha honnezh a chomas kêr-benn betek fin ar rouantelezh. Hervez ar Bibl e oa pellaet ar vro diouzh kelennadurezh Moizez ha kouezhet en azeulerezh an idolennoù.

War dro 720 kent JK e voe distrujet Rouantelezh Israel gant an impalaeriezh asirian.

  1. troidigezh An Tour-Tan,1981, p 10 (Gn 12,6)