Mont d’an endalc’had

Mezegiezh

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Mezegiezh
field of study, diskiblezh akademek, tachenn obererezh, penndanvez studi
Iskevrennad eusskiantoù ar yec'hed Kemmañ
Rann eusskiantoù ar vuhez Kemmañ
Tachenn obererezhioùhealth care industry Kemmañ
Dezverket dremedical attribute Kemmañ
Istorhistory of medicine Kemmañ
Pleustret gantmezeg, public health physician, military officer of healthcare, physician assistant, nurse practitioner Kemmañ
Entry in abbreviations tabletıp. Kemmañ
Anaouder WordLifthttp://data.thenextweb.com/tnw/entity/medicine Kemmañ
Mastodon instance URLhttps://med-mastodon.com Kemmañ
Enebet ouzhalternative medicine Kemmañ
Bazh Asklepios, arouez ar medisinerezh.

Ar medisinerezh, pe ar vezegiezh, a zo ur skiant, un arz hag un teknik- hag eo bet gwelet evel un arz ivez hag a zo e bal studiañ korf an den hag e vont-endro evit ma vo miret pe adroet ar yec'hed d'ar glañvourien. Ur ger all a vez implijet gant lod : ar vezegiezh (eus mezeg, ur ger a gaver e krennvrezhoneg) hag e teu eus al latin medicus moarvat.

Eus ur vicher "lennegel" a c'helle bout lavaret deusouti betek ar bloazioù 2000, pe ivez unan e-touez ar micherioù "dre gomz", e teu-hi da vout ur c'halvezerezh da lavaret eo ur sammad anaoudegezhioù (diwar-benn ar c'horf, ar c'hleñvejoù, al louzeier modern, hag an doareoù arnevez ivez da blediñ ganto, diwar bouez implijout ardivinkoù nevesoc'h-nevesañ). Estreget komz zo d'ober. Ur skiant pleustrek-tre e teu ar medisinerezh da vout, diazezet war draoù fetis, war anaoudegezhioù amprouet, hag e c'houll teknikoù nevez bemdez, ken evit elfennoù korf an den, ken evit aesañ d'ar re glañv, ken evit merat ar roadennoù a ya d'ober dosier pep hini. Tremenet eo amzer ar medisinerezh lennegel a vefe lavaret, panevet en deus d'ober gant tud; n'eus ket anezho nemet korf, hogen ivez elfennoù spered ha bred, abeg a-walc'h da virout tachenn d'an 'arz'.

Rak-se ivez, ar vezeien hag a lared e oa dleet dezho sammañ kiriegezh, n'eo ket war ar palioù, met war an doareoù d'o zizhout, a bleg o c'hein bremañ rak pouez ar c'hemennoù hag a c'houl diganto e vent kiriek war ar palioù: ar c'hlañvour en deus droad da c'hoanagiñ ur serten derez disorc'h da barat ouzh an droug-mañ-droug- e-skoaz ergentaoù ev edo gouzañvat ar gevredigezh en he fezh a-fed disorc'hoù. Ouzhpenn youl vat hag emroüsted a vez gortozet, ha gourc'hemennet e vez ouzh atebeien ar medisinerezh, pe e vent ministred pe medisined, kaout krog war elfennoù diazezet ent-skiantel; ha respont d'ar goulennoù e kenkas ey aje a-dreuz doareoù plediñ gant sistem ar yec'hed, pe e savje kudenn gant emdroadur un doare oberata pe louzaouiñ, pe kelaouiñ. Evel e kement tachenn zo, ez eus birvidigezh er medisinerezh.