Merzherien Belfiore

Eus Wikipedia

Merzherien Belfiore eo an anv roet d'ar c'hentañ bagad emsaverien italian kondaonet d'ar marv e kêr Mantova etre 1852 ha 1855, da vare ar Risorgimento diwar urzhioù gouarnour Rouantelezh Lombardo-Veneto, ar feldmarichal Josef Radetzky.

Anvet int bet diwar anv Belfiore, ur gêriadenn e-kichen Mantova, ma voe lazhet unnek den da vihanañ.