Merienaer meur
Neuz
| |||
|---|---|---|---|
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Mammalia | ||
| Usurzhad : | Xenarthra | ||
| Urzhad : | Pilosa | ||
| Kerentiad : | Myrmecophagidae | ||
| Genad : | Myrmecophaga | ||
| Anv skiantel | |||
| Myrmecophaga tridactyla Linnaeus, 1758 | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Ar merienaer meur (Myrmecophaga tridactyla) a zo ur bronneg amprevanetaer hag a vev e Kreiz ha Suamerika.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Etre 1 ha 2 m eo hirder e gorf, gant ul lost war-dro 80 cm. Etre 20 ha 40 kg eo e bouez. Bihan eo e fas, e zaoulagad hag e zivskouarn. Stumm un duellenn zo gant e voj hir.
War-dro 25 km² eo e diriad. Kousket a ra war an douar, en un toull pe dindan brousgwez, e benn hag e gorf goloet gant e lost.
Distrujañ a ra ar c'hrugelloù merien pe merien-gwenn gant skilfoù e bavioù a-raok ha dastum e breizhoù gant e deod 60 cm. Goloet eo e deod gant drein bihan ha halv pegus.

Rummatadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar spesad nemetañ eo er genad Myrmecophaga.
