Merfyn ap Rhodri
Neuz
Roue Powys e oa Merfyn ap Rhodri war-dro dibenn an IXvet kantved, pa varvas e 904.
Mab e oa da Rhodri Mawr, roue war un darn eus Kembre. Pa varvas Rhodri en 878, e voe rannet e rouantelezh etre tri mab. D'an henañ, Anarawd ap Rhodri, e voe roet Rouantelezh Gwynedd, ha da gCadell ap Rhodri e voe roet Seisyllwg. N'ouzer ket da-vat pe rann a voe roet da vMerfyn, met Powys e ranke bezañ.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- John Edward Lloyd, A history of Wales: from the earliest times to the Edwardian conquest (Longmans, Green & Co, 1911)