Meredydd Evans
Meredydd Evans (9 Kerzu 1919 – 21 C'hwevrer 2015) a oa un dastumer hag ur c'haner kanaouennoù hengounel e kembraeg.
Ganet e voe Meredydd Evans (pe Merêd, evel ma veze lesanvet) e Llanegryn, e Meirionnydd, ha desavet e voe e Tanygrisiau. Kregiñ a reas da ganañ sonioù hengounel gant e vamm, a oa kanerez ivez, pa oa bugel. Studiañ a reas ar sonerezh e Skol-veur Bangor. E 1954 e enrollas un dastumad sonioù kentañ gant Folkways Records e New York, ma oa oc'h ober un dezenn prederouriezh e Skol-veur Princeton. Ur wech distroet da Gembre ez eas d'ar skol-veur da gelenn prederouriezh, a-raok bezañ anvet da rener an abadennoù dudiamant e BBC Kembre. Eno e produas e-leizh a abadennoù skinwel, evel Fo a Fe, Ryan a Ronnie ha Hob y Deri Dando. Embann a reas ivez meur a zastumad kanaouennoù kembraek, gant e wreg Phyllis Kinney[1].
Peoc'hgarour e voe a-hed e vuhez, evit abegoù relijiel. Nac'h a reas mont d'an arme e-pad an Eil Brezel-bed ha kaset e voe dirak al lez-varn evit se.
Ur stourmer evit ar c'hembraeg e oa ivez. E 1979 e voe kondaonet, asambles gant daou zen all, Ned Davies ha Pennar Davies, dre m'o doa aloubet ur skingaser eus ar BBC e Pencarreg, evit kemer perzh er stourm da gaout ur chadenn skinwel kembraek. Betek 2014 e kemeras perzh e stourmoù Cymdeithas yr Iaith Gymraeg evit ar c'hembraeg[2]
Mervel a reas da 95 vloaz, d'an 21 a viz C'hwevrer 2015.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Sain (Recordiau) Cyf. (Caernarfon, Kembre)
- ↑ Veteran Campaigner Backs Language Protests - 07 March 2014