Mercédès Jellinek
Baronez Adrienne Manuela Ramona von Weigl, lesanvet Mercédès, bet ganet Jellinek (16 a viz Gwengolo 1889 e Vienna - 23 a viz C’hwevrer 1929 e Vienna), a oa merc’h ar c’hannad ha gwerzher kirri Emil Jellinek hag e wreg Rachel Goggmann Cenrobert. Diwar hec’h anv e teu anv ar merk kirri Mercedes-Benz, rak al lezanv Mercédès a voe implijet gant he zad pa gemere perzh e redadegoù kirri. D’ar 26 a viz Meurzh 1902 e voe enrollet Mercedes evel anv merk an embregerezh kirri Daimler-Motoren-Gesellschaft.
Mercédès a zimezas e 1909 gant ar baron Karl Schlosser e Nice. Daou vugel a c’hanas : Elfriede e 1912 ha Hans-Peter e 1916. Dispartiañ a rejont e 1926, hag e timezas gant ar c’hizeller Rudolf von Weigl, hag a varvas nebeud amzer goude. Hi a varvas e 1929 gant an droug-skevent. Douaret e voe e bered kreiz (Zentralfriedhof) Vienna. Ar c’hizeller aostrian Josef Valentin Kassin a implijas Mercédès evel skouer a-benn kizellañ delwennoù a c’haller gwelout e Baden (un ti vakañsoù a oa gant ar familh er gêr-se). Un delwenn war vez ar familh a zo bet kizellet gantañ ivez.