Menocchio
Domenico Scandella, anavezetoc'h evel Menocchio, a oa ur miliner ganet e 1532, e Montereale Valcellina, ur 25 km en hanternoz da Pordenone, en Italia, hag a voe barnet abalamour d'e gelennadurezh relijiel ha losket en-bev gant an Inkizision war-dro 1600, da 67 vloaz, war urzh ar pab Klemez VIII.
Dimezet e oa hag unnek bugel dezhañ. E 1581 e oa bet maer e gêriadenn c'henidik.
Brudet eo dre levr Carlo Ginzburg Il formaggio e i vermi. Il cosmo di un mugnaio del '500, embannet e 1976.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War-bouez daou vloaz tremenet e kêr Arba, war-dro 1563, abalamour d'un emgann, e chomas atav Menocchio e Montereale, a oa 650 den enni, gant e wreg hag e seizh bugel, diwar gounid daou bark ha div vilin, feurmet gantañ, hag ouzhpenn e oa kalvez ha mañsoner. En 1581, peogwie e ouie lenn, skrivañ ha kontañ, e voe anvet da vaer Montereale hag ar c'hêriadennoù tro-dro, ha da verour an iliz.
D'an 28 a viz Gwengolo 1583, e voe atizet person Montereale, Don Odorico Vora, gant ur beleg all anvet Ottavio Montereale, da flatrañ Menocchio d'an Ofis Santel abalamour m'en devoa mennozhioù disivouder diwar-benn Jezuz-Krist. Gant testenioù all e voe kresket an tamalloù. Gant se, d'ar 4 a viz C'hwevrer 1584 e voe roet urzh, gant ar manac'h frañsiskat Felice de Montefalco, inkizitour Aquilea ha Concordia, da herzel ha bac'hañ Menocchio a voe kraouiet e Concordia, d'ar 7 a viz C'hwevrer, ha goulennataet evit ar wech kentañ.