Mennad Pleg-mor Tonkin
Neuz
Mennad Pleg-mor Tonkin
Stad | Stadoù-Unanet |
---|---|
Deiziad | 7 Eos 1964 |
Deiziad kregiñ | 7 Eos 1964 |
Deiziad echuiñ | 7 Eos 1964 |
Legislated by | 88vet Kendalc'h ar Stadoù-Unanet |
Mennad Pleg-mor Tonkin (saozneg: The Gulf of Tonkin Resolution) pe Mennad gevred Azia (saozneg: the Southeast Asia Resolution) a oa bet ur mennad a-stroll gant Kendalc'h ar Stadoù-Unanet ha lakaet da dalvezout d'ar 7 a viz Eost 1964, evit respont da Wallzarvoud Tonkin.
Pouezus eo ar mennad-se a-fed istor rak roet e oa bet an tu d'ar prezidant stadunanat Lyndon B. Johnson, hep ma vije ezhomm eus un disklêriadur brezel ofisiel gant ar C'hendalc'h, da implij nerzhioù lu ar vro e gevred Azia. Ar mennad a aotree ent-resis ar prezidant da implij nouspet doare brezel henvoazel evit sikour "forzh peseurt ezel pe Stad gwarezet gant Aozadur Feur-emglev Gevred Azia."