Menez an Dorzh Sukr
Menez an Dorzh Sukr pe an Dorzh Sukr (Pão de Açúcar e portugaleg) zo ur menez unvaen hag un inselberg greunitek, e genoù bae Guanabara e Rio de Janeiro e Brazil, war aod ae Meurvor Atlantel. 396 metr eo e uhelder, ha brudet eo evit e fungarr hag e wel meur war ar gêr vras ha pelloc'h. Unan eus arouezioù Rio de Janeiro eo gant delwenn ar C'hrist dasprener ha traezhenn Copacabana. War roll glad bedel an Unesco emañ abaoe 2012.
-
Gwel eus menez an Dorzh Sukr en dalenn gentañ hag ar c'hCorcovado en dalenn ziwezhañ, en tu-kleiz.
-
Gwel eus Morro da Urca hag an Dorzh Sukr.
-
Gwel eus ar c'hCorcovado.
Lec'hanvadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deuet e vije an anv Torzh Sukr war-wel er XVIvet kantved gant Portugaliz, met hervez ur vartezeadenn all e teufe eus an toupieg-gwaranieg Pau-nh-acuqua (« torgenn vras » e brezhoneg).
Krapañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krapet e voe an Dorzh Sukr evit ar wech kentañ e 1817 gant an alpaerez saoz Henrietta Carstairs. An Dorzh Sukr, ar Morro da Babilônia hag ar Morro da Urca a vez darempredet gant kalz kraperien.