Mont d’an endalc’had

Melle (Deux-Sèvres)

Eus Wikipedia
Iliz Saint-Hilaire, e Melle

Melle zo ur gumun c'hall en departamant Deux-Sèvres, e Poatev ha bremañ er rannvro Nouvelle-Aquitaine.

Er Grennamzer e veze kognet moneiz e Melle, dre ma oa mengleuzioù arc'hant en-dro d'ar gêr. Tennet e veze anezho plom mesket gant arc'hant. Implijet e voe an eil metal hag egile en amzer ar rouaned frank. Da vare ar roue Dagobert Iañ e veze kaset eizh mil lur plom da Bariz bep bloaz. Gant ar plom-se e voe toet penniliz Saint-Denis. Kognet e voe pezhioù moneiz arc'hant eus 768 betek 1189.

Hiziv an deiz e c'haller mont da welet ar mengleuzioù-se, e-touez ar re goshañ a zo en Europa.

En 848 e voe taget ha preizhet Melle gant an Normaned. Neuze e voe kaset labouradegoù ar c'hognañ moneiz da Niort, da Saint-Jean-d'Angély ha da b-Poitiers. Diwar neuze e voe dilezet mengleuzioù Melle, abalamour ma oa an arc'hant anezho o vont da hesk marteze.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.