Mellad (c'hoari)

Ur pennad disheñvelout mellad zo ivez.
Ar vellad, pe c'hoari ar vell, a zo ur c’hoari pobl kozh, hendad ar vell-droad hag ar rugbi. Levezonet (pe liammet) eo ar sport-mañ gant meur a sport e broioù (pe mareoù) all: bro Iwerzhon (mell-droad ouezelek), an horell kanadian, ar vell-droad amerikan…
Ur film zo bet graet war ar vellad anvet La Soule gant Michel Sibra e 1989.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1147: roud skrivet kentañ (soule, choule…) eus ar vellad e Bro-C’hall. Lavaret eo e vez daou skipailh oc’h en em enebiñ an eil a-enep egile. Reolennoù strizh a-walc’h a oa, ar feulster ne oa ket aotreet (ar c’hontrol e vez kredet alies gant an dud).
- Klevet ‘vez komz eus “la çoule” e-barzh Le Roman de Renart, 12vet kantved.
- E-barzh buhez ar sant Thomaz Becket skrivet gant William Fitzstephen (Bro-Saoz) e vez meneget ur c’hoari/sport gant ur vell e Bro-C’hall.
- Brudet e oa e-pad an azginivelezh, met war ziskar ez eas da c’houde.
- Roudoù e-leizh a gaver en 19vet kantved: poltriji, engravadurioù… C'hoariet e veze dreist-holl e-kerzh ar gouelioù, euredoù… daoust ma oa difennet en amzer-se.
Dre guzh e vo c’hoariet betek an eil brezel bed dreist-holl e Bro Normandi, Pikardi ha Breizh.
E bro Firenze en Italia e vez embreget ur sport dre skipailh c’hoazh hiziv an deiz, Calcio fiorentino, a zo diskennad an haspartum roman (hag a vefe gourdad ar vellad ivez).
E Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bez e oa eus ar Vellad e Breizh. Unan eus ar melladoù diwezhañ oa Mellad Kergohann e-kichen Langedig etre An Oriant ha Gwened. J.-P. Le Bihan ha S. Moëlo o deus skrivet ul levr bet embannet gant Dastum : Kergohann hag ar Vellad diwar e benn[1]. Kontañ a ra al levr fest Kergohann hag a zigore koulz ar pardonioù. Echuet e veze an devezh gant ar vellad (adlañset e oa bet ar vellad e Kergohann e 1968). Ar reolennoù oa mod-se : un tredeog a skoe ar vellad er vann (ur vellig graet gant brenn-heskenn ha lêr, ment un dorn ganti) hag an daou skipailh a rede a-drek, ar gwir a oa ganto da skeiñ an eil re gant ar re all met an tredeog a oa ar gwir gantañ skarzhañ ur c’hoarier a oa re feuls hervezañ. Ar pal a oa lakaat ar vellad e ludu ur siminal e n’eus forzh peseurt ti. An ti oa ret dezhañ bezañ da nebeutañ daou gilometr eus al lec’h kregiñ. Ar skipailhoù a gemere perzh o devoa ur prof pep hini e fin ar c'hrogad. Ar skipailh az ae ar maout gantañ a c'houneze ur pemoc’h, an eil ur yar indez hag ar re all a c'houneze ur sison.
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mêlée générale, de la soule au folk-football, Laurent Sébastien Fournier, PUR, 2013