Melanotaenia praecox
| |||
---|---|---|---|
Melanotaenia praecox
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Actinopterygii | ||
Urzhad : | Atheriniformes | ||
Kerentiad : | Melanotaeniidae | ||
Genad : | Melanotaenia | ||
Anv skiantel | |||
Melanotaenia praecox Weber & de Beaufort, 1922 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar Melanotaenia praecox pe Velano neon a zo ur pesk dour dous eus kerentiad ar Melanotaeniae. E gavout a reer e diaz ar Mamberamo e Ginea Nevez. Dizoloet e voe evit ar wech gentañ e Dabra hag Iritoi, div gêriadenn war-vord plaenenn ar Mamberamo met boutinoc'h int moarvat. Diaes eo ar rannvro da dizhout, goloet gant ur c'hoadeg stank ha liñvet a-blaen, ar pezh a zispleg perak e tiskenn tout ar pesked a gaver er c'henwerzh eus 12 penn tapet gant Heiko Bleher en un adstêr eus an Uge e 1993. Deuet eo da vezañ ur pesk akwariom boutin a-walc'h.
Livadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An hevelep korf krenndev en-deus ar melano neon hag izili arall eus e gerentiad, gant ul liv glaz-skedus heñvel a-walc'h ouzh hini ar baracheirodoned. Stuc'hennoù ar piri a zo ruz tra ma'z eo orañjez re ar barezed, d'an nebeutañ e-touez diskennidi ar pesked tapet gant Bleher. Liesseurtoc'h a c'hell bezañ o liv en natur. Ur pesk bihan eo. Ral eo evitañ tizhout muioc'h eget 8 cm. Ul linenn damruz a zo war benn a piri pa vezont o rutiñ.
Annez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'ouzer ket ha boutin (pe ral) eo ar melanotaenia praecox en natur. An dourioù ma voe kavet a zo bazek met gallout a ra tremen gant dour trenk aes a-walc'h, war a seblant. A wrez a zlefe bezañ etre 24° C ha 28°C.
Evel gant un darn vras eus ar pesked akwariom eo posupl o-deus en em plantet anevaled adlaosket e rannvedoù trovanel arall.
Emzalc'h ha gouennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur pesk-moudenn peoc'hek eo zoken ma c'hell ar piri bezañ argasus etrezo pe gant melanotaeniae heñvel a-walc'h o ferzhioù (Chilaterina Bleheri, da skouer, e biri o deus ul linenn ruz war o fenn ivez). En natur e tebront amprevaned vihan dreist holl met tout ar seutoù boued a zegemeront.
Aliet e vez o mirout e strolladoù bras a-walc'h (muioc'h eget 6 penn), rak aonik e c'hellont bezañ pa vezont en o-unan.
Dozviñ a ra ar barezed un nebeud vioù er struj bemdez pa vez boued a-walc'h. Debret e vez ar vioù hag ar munuch gant ar re vras, avat, hag aliañ a reer d'o zennañ kuit eus an akwariom da zont a-benn d'o zesevel.
Kleñvdedoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwevn eo ar melanotaenia praecox met evel darn vrasañ an izili eus e familh eo kizidig ouzh ar mikobakteriosis, anvet ivez langis ar pesked. Ar c'hleñved a c'hell bezañ tapet gant an dud ivez, ha, daoust ma n'eo ket marvus, ez eo diaes tre da bareañ.