Melanotaenia praecox

Eus Wikipedia
Melano neon

Melanotaenia praecox


Diouer a roadoù (DD)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Actinopterygii
Urzhad : Atheriniformes
Kerentiad : Melanotaeniidae
Genad : Melanotaenia
Anv skiantel
Melanotaenia praecox
Weber & de Beaufort, 1922
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar Melanotaenia praecox pe Velano neon a zo ur pesk dour dous eus kerentiad ar Melanotaeniae. E gavout a reer e diaz ar Mamberamo e Ginea Nevez. Dizoloet e voe evit ar wech gentañ e Dabra hag Iritoi, div gêriadenn war-vord plaenenn ar Mamberamo met boutinoc'h int moarvat. Diaes eo ar rannvro da dizhout, goloet gant ur c'hoadeg stank ha liñvet a-blaen, ar pezh a zispleg perak e tiskenn tout ar pesked a gaver er c'henwerzh eus 12 penn tapet gant Heiko Bleher en un adstêr eus an Uge e 1993. Deuet eo da vezañ ur pesk akwariom boutin a-walc'h.

Livadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An hevelep korf krenndev en-deus ar melano neon hag izili arall eus e gerentiad, gant ul liv glaz-skedus heñvel a-walc'h ouzh hini ar baracheirodoned. Stuc'hennoù ar piri a zo ruz tra ma'z eo orañjez re ar barezed, d'an nebeutañ e-touez diskennidi ar pesked tapet gant Bleher. Liesseurtoc'h a c'hell bezañ o liv en natur. Ur pesk bihan eo. Ral eo evitañ tizhout muioc'h eget 8 cm. Ul linenn damruz a zo war benn a piri pa vezont o rutiñ.

Annez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'ouzer ket ha boutin (pe ral) eo ar melanotaenia praecox en natur. An dourioù ma voe kavet a zo bazek met gallout a ra tremen gant dour trenk aes a-walc'h, war a seblant. A wrez a zlefe bezañ etre 24° C ha 28°C.

Evel gant un darn vras eus ar pesked akwariom eo posupl o-deus en em plantet anevaled adlaosket e rannvedoù trovanel arall.

Emzalc'h ha gouennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur pesk-moudenn peoc'hek eo zoken ma c'hell ar piri bezañ argasus etrezo pe gant melanotaeniae heñvel a-walc'h o ferzhioù (Chilaterina Bleheri, da skouer, e biri o deus ul linenn ruz war o fenn ivez). En natur e tebront amprevaned vihan dreist holl met tout ar seutoù boued a zegemeront.

Aliet e vez o mirout e strolladoù bras a-walc'h (muioc'h eget 6 penn), rak aonik e c'hellont bezañ pa vezont en o-unan.

Dozviñ a ra ar barezed un nebeud vioù er struj bemdez pa vez boued a-walc'h. Debret e vez ar vioù hag ar munuch gant ar re vras, avat, hag aliañ a reer d'o zennañ kuit eus an akwariom da zont a-benn d'o zesevel.

Kleñvdedoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwevn eo ar melanotaenia praecox met evel darn vrasañ an izili eus e familh eo kizidig ouzh ar mikobakteriosis, anvet ivez langis ar pesked. Ar c'hleñved a c'hell bezañ tapet gant an dud ivez, ha, daoust ma n'eo ket marvus, ez eo diaes tre da bareañ.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]