Mamberamo

Eus Wikipedia

Ur stêr vras e Ginea Nevez, lec'hiet er broviñs indoneziat Papua, eo ar Mamberano. Furmet eo dre unvaniezh he div adstêr bennañ - an Tariku hag an Taritatu. Redek a ra war-du an norzh hag en em deurel a ra er Meurvor Habask en un delta bras.

War he ribl ez eus kalz pobloù o chom ha n'hon eus darempred ebet ganto. Er bloavezhioù 1990 en doa divizet ar gouarnamant indoneziat sevel ur vardell vras he defe beuzet un darn vras eus an diaz. Dilezet e voe goude an enkadenn armerzhel eus 1998 - 1999, avat.