Melanocorypha
Neuz
| |||
---|---|---|---|
Melanocorypha calandra.
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Passeriformes | ||
Kerentiad : | Alaudidae | ||
Anv skiantel | |||
Melanocorypha Boie, 1828 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Melanocorypha a zo ur genad e rummatadur an evned, krouet e 1828 gant an naturour alaman Friedrich Boie (1789-1870).
Spesadoù hag an isspesadoù anezhe[1]
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pemp spesad alc'hwedered a ya d'ober ar genad :
- an alc'hweder-menez (Melanocorypha bimaculata),
- an alc'hweder beg tev (Melanocorypha calandra)
- M. c. calandra, gaza, hebraica ha psammochroa,
- an alc'hweder Tibet (Melanocorypha maxima),
- an alc'hweder Mongolia (Melanocorypha mongolica),
- an alc'hweder du (Melanocorypha yeltoniensis).
Pevar (4) isspesad en holl.
Rummatadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diblaset eo bet an alc'hweder eskell gwenn er genad Alauda (Alauda leucoptera).
Annez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kavet e vezont e rannvroioù klouar Azia dreist-holl, eus Sina da Durkia. Bevañ a reont er parkeier hag er stepennoù, hag o neizh a reont war an douar. Had a zebront dreist-holl, gant un nebeud amprevaned.