Mont d’an endalc’had

Meendiño

Eus Wikipedia
A fada e o dragón (ar voudig hag an aerouant), gant Xaime Quessada, er Paseo de Alfonso XII, e kêr Vigo e Galiza, zo ur monumant da varzhed ar Ría de Vigo: Martín Codax, Pero Meogo, Mendiño ha Paio Gómez Chariño.

Meendiño, Mendiño, Mendinho pe Meendinho zo un trobador, pe barzh, e Galiza er Grennamzer, moarvat en XIIIvet kantved, etre 1240 ha 1280, e kreisteiz ar vro, war-dro ría Vigo pe Enez San Simón, pe Redondela,rak n'eus ket emgev war ar poent-se etre an holl istorourien. Dont a c'hallfe e anv eus Mende (pe Mendo), ul lec'h eus lez kreisteiz Ría Vigo, entre A Guía ha Rande, war zouar Vigo avat, ha n'eo ket war hini Redondela. Tostik eo al lec'h bihan-se da Enez San Simón, ma oa ur santual en amzer an drovadored stag ouzh Manati Poio.