Mea Culpa (Céline)

Eus Wikipedia

Mea Culpa eo anv ar c'hentañ eus pevar flemmskrid ar skrivagner gall Louis-Ferdinand Céline, embannet e 1936 gant Denoël e Pariz.

Ur skrid gallek 27 pajenn e oa, skrivet a-enep ar gomunouriezh war-lerc'h ur veaj graet gant Céline d'an Unaniezh Soviedel.

Er bloavezh-se en-eeun (1936) e voe embannet eil romant an oberour, Mort à crédit, na reas ket kement a verzh hag an hini kentañ, Voyage au bout de la nuit.