Mont d’an endalc’had

Mauritshuis

Eus Wikipedia
Talbenn ar mirdi, 2007
Talbenn gwalarn ar savadur

Mauritshuis (nederlandeg a dalvez Ti Maoris) a zo ur mirdi gouestlet d'an arzoù, lec'hiet e Den Haag en Izelvroioù. Savet eo bet ar savadur etre 1636 ha 1641. Bet eo ti Johan Maurits van Nassau-Siegen. Ennañ e kaver oberennoù gant Johannes Vermeer, Rembrandt van Rijn, Jan Steen, Paulus Potter, Frans Hals ha gant Hans Holbein yaouank. En holl e kaver tost 800 oberenn ennañ.

Poltred Johan Maurits van Nassau-Siegen gant Jan de Baen

Goude marv ar priñs Johan Maurits e 1679 e voe perc'hennet ar savadur gant ar familh Maes, hag a feurmas ar savadur da c'houarnamant an Izelvroioù. Al lod brasañ eus ar savadur a voe distrujet abalamour d'un tan-gwall e 1704. Kempennet e voe neuze ar savadur etre 1708 ha 1718[1] E 1820 e voe prenet Mauritshuis gant gouarnamant an Izelvroioù, gant ar pal staliañ ennañ dastumad livadurioù ar roue.[2].

Digoret e voe d'an dud e 1822[3]. Ur mirdi stad e voe betek ma vefe lakaet da brevez e 1995. Un diazezadur a ra war-dro an oberennoù, padal ez eo bepred perc'henn ar Stad war ar savadur.

Oberennoù brudet a gaver er Mauritshuis

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Tan-gwall ha nevesaat, embannet gant Mauritshuis http://www.mauritshuis.nl/index.aspx?Chapterid=2364&Contentid=
  2. Mauritshuis o tont da vezañ ur mirdi, embannet gant Mauritshuis http://www.mauritshuis.nl/index.aspx?ChapterID=2365&ContentID=17655
  3. Mauritshuis o tont da vezañ ur mirdi, gant Mauritshuis http://www.mauritshuis.nl/index.aspx?chapterid=2365


Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.