Mont d’an endalc’had

Mathurin Jacques Brisson

Eus Wikipedia
Poltred Mathurin Jacques Brisson.

Mathurin Jacques Brisson[1], bet ganet d'an 3 a viz Ebrel 1723 e Fontenay-le-Comte (Vande a-vremañ) ha marvet d'an 23 a viz Mezheven 1806 e-kichen Versailhez, a oa un evnoniour ha fizikour gall.

E skolaj ar Jezuitek e studias e 1743 ha 1738 e Fontenay, ma brientas ur vachelouriezh war an deologiezh e Poitiers. Hogen ne oa ket graet evit heuil ur vuhez en urzhioù kristen. En abeg d’e liammoù kerentiez gant René-Antoine Ferchault de Réaumur (1683-1757), e stagas gant an istor naturel da vat. Kelenner fizik e oa e skolaj Navarre.

Gantañ e voe troet al levr Sistem renad al Loened gant Jakob Theodor Klein (1685-1759) en 1756.

Antreal a reas e-barzh akademiezh ar skiantoù evel skoazeller ur bevoniour en akademiezh ar skiantoù.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn:

Listenn al laboused studiet gantañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Ober a reer gant ar berradur Brisson e metoù al loenoniezh.