Matāʻutu
Matāʻutu (e walliseg ; Mata-Utu e galleg) zo ur gêriadenn e Polinezia Frañs war Enez Wallis.
Pennlec'h tiriad tramor Wallis ha Futuna eo (dekred ar 14 a viz Kerzu 1999[1]). Ouzhpenn bezañ lec'h palez roueel Uvea ez eo sez melestradur uhel ar strollegezh hag al lez-varn nemeti, al lez-varn al labour nemeti, al lez-varn kenwerzh nemeti[2], al lez-varn velestradurel nemeti hag ar prizon.
Emañ ospital Sia e Mata-Utu ivez.
Dileuriet eo an tiriad er Vodadenn Vroadel gant ur c'hannad (dilennet dre vouezhiadeg hollek). Hiziv an deiz ez eo Sylvain Brial (LR).
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ (fr) Décret du 14 décembre 1999 fixant le chef-lieu du territoire des îles Wallis-et-Futuna – Journal officiel de la République française Nnn 295, 21/12/1999, p. 18995, skrid n°15, NOR INTM9900049D. Kavet : 13/07/2022.
- ↑ (fr) Les juridictions, Lez-varn galv Noumea. Kavet : 13/07/2022.