Masataka Taketsuru

Eus Wikipedia
Masataka Taketsuru
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhJapan Kemmañ
Anv e yezh-vamm an den竹鶴 政孝 Kemmañ
Anv-bihanMasataka Kemmañ
Anv-familhTaketsuru Kemmañ
Anv e kanaたけつる まさたか Kemmañ
Deiziad ganedigezh20 Mez 1894 Kemmañ
Lec'h ganedigezhTakehara Kemmañ
Deiziad ar marv29 Eos 1979 Kemmañ
Lec'h ar marvJuntendo University Hospital Kemmañ
Abeg ar marvTanijenn skevent Kemmañ
Lec'h douaridigezhYoichi Kemmañ
PriedRita Taketsuru Kemmañ
KarTakeshi Taketsuru Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetjapaneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridjapaneg Kemmañ
Micherden a aferioù, politiker, Ijinour Kemmañ
Karglocal assemblyperson of Japan Kemmañ
Bet war ar studi eUniversity of Glasgow, Q11440191, Q11484835 Kemmañ
Prizioù resevetOrder of the Sacred Treasure, 3rd class Kemmañ
Present in workMassan Kemmañ

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • 竹鶴 政孝 Taketsuru Masataka eo an anv japanek, "Taketsuru" o vezañ anv an tiegezh, met dalc'het e vezo da stumm kornôgel urzhiadur an anvioù tud amañ.

Masataka Taketsuru (Takeraha, prefediezh Hiroshima, 20 Mezheven 1894 – Bunkyō, prefediezh Tokyo, 29 Eost 1979) zo tad ar whisky e Japan[1].

E familh a oa perc'henn war ur strilherezh sake ha produerien an evaj abaoe 1733.

E miz Gouere 1918 ec'h eas Masataka Taketsuru da studiañ ar c'himiezh vevel e Skol-veur Glasgow e Bro-Skos. Thomas Stewart Paterson (1872-1949), rener ar gevrenn, a voe e gelenner.

Dre ma labouras M. Taketsuru e meur a strilherezh e reas anaoudegezh gant ar vro, gant ar whisky ha gant Jessie Roberta "Rita" Cowan (1896-1961), a orin eus Middlecroft, Kirkintilloch[2].

D'an 8 a viz Genver 1920 e timezas an daou e Glasgow, daoust ma oa o familhoù a-enep an dimeziñ-se. Bevet o deus ur pennadig e Campbeltown, ma laboure ar Japanad er strilherezh Hazelburn. Diwezhatoc'h er bloaz-se e tilojjont da Japan en ur dremen dre New York ha Seattle.

E 1923 gant sikour Shinjirō Torii, en doa savet ar strilherezh whisky gentañ e Japan, Suntory Yamazaki en Osaka, e stalias M. Taketsuru ur strilherezh whisky e-kichen Kyoto. E 1934 e tigoras e strilherezh dezhañ, Dai Nippon Kaju K.K., e Yoichi e prefediezh Hokkaido, pa gave dezhañ e oa eno ar vro a denne ar muiañ da Vro-Skos. Diwezhatoc'h e kemmas anv e embregerezh e « Nikka » ; e 1940 e voe gwerzhet ar boutailhadoù kentañ.

D'ar 17 a viz Genver 1961 e varvas Rita da 64 bloaz. An intañv, 66 vloaz, a dremenas ar strilherezh d'o mab Takeshi.

D'an 29 a viz Eost 1979 e varvas "tad ar whisky japanat" d'e dro, da 85 bloaz ; beziet eo bet e Yoichi e-kichen e wreg.

Delwenn da dad ar whisky japanat, e Yoichi

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]