Mas que Nada
Neuz
Mas que Nada zo ur ganaouenn bortugalek gant ar c'haner brazilian Jorge Ben. Enrollet e oa bet hag embannet e 1963 en e albom kentañ — Samba Esquema Novo — ur bladenn samba mesket gant doareoù seniñ ar rock'n roll. Brud vras a dapas ganti, ha bez' ez eo unan eus ar c'hanaouennoù brazilian anavezetañ er bed.
Gant ar gelaouenn Rolling Stone (Brazil) eo bet lakaet da bempet a-douez ar 100 gwellañ kanaouenn eus Brazil[1].
Kanerien all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant Sérgio Mendes
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Peder gwech eo bet enrollet gant ar pianoour brazilian Sérgio Mendes hag embannet :
- e 1966 en albom Herb Alpert Apresenta Sergio Mendes & Brasil '66,
- e 1989 en albom Arara,
- e 2006, a-gevret gant ar strollad raperien stadunanat The Black Eyed Peas en albom Timeless,
- e 2010 en albom Bom Tempo Brasil (Remixed).
E 1970 e voe savet hag embannet un doare gallek — A Quoi Tu Joues — gant Marcel Zanini (1923-) ; n'eo ket chomet garanet don e speredoù selaouerien ar c'houlz...
Gerioù ar ganaouenn...
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kanet gant Jorge Ben : https://www.youtube.com/watch?v=oCM_VWzSiMo.
- Sonet gant Sérgio Mendes ha kanet gant merc'hed an daouad Brasil '66.
- Kanet gant The Black Eyed Peas ha Sérgio Mendes.