Mary Robinson (prezidantez)

Eus Wikipedia
Ur pennad Mary Robinson zo ivez.
Mary Robinson e 2013

Mary Robinson (ganet e 1944 e Béal an Átha), pe Máire Mhic Róibín en iwerzhoneg, a oa alvokadez ha politikourez iwerzhonat, bet Prezidantez Iwerzhon etre 1990 ha 1997. Komiserez uhel evit Gwirioù mab-den eo bet etre 1997 ha 2002, evit Aozadur ar Broadoù Unanet. Embanet he doe e oa Gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001 er Stadoù-Unanet un torfed a-enep an denelezh.

Deuet e oa da Roazhon ma oa bet degemeret er skol-veur hag en ti-kêr.