Mont d’an endalc’had

Martin Waldseemüller

Eus Wikipedia
Martin Waldseemüller gant Gaston Save

Martin Waldseemüller (1470 e Freiburg im Breisgau - 16 a viz Meurzh 1520 e Saint-Dié-des-Vosges) lesanvet Hilacomilus pe Hylacomylus, a oa ur c'hartennour alaman eus an Azginivelezh.

Ganet e voe e Freiburg im Breisgau en Alamagn, hag e vugaleaj a gasas e-kichen ar Bodensee. E stal e eontr e Basel e teskas ar moullañ. E marilh skol-veur Freiburg im Breisgau e kaver roud eus « Martinus Walzenmüller » d'ar 7 a viz Kerzu 1490, met n'eus prouenn ebet en dije studiet eno. Anat eo avat e studias an douaroniezh, ar sevel-kartennoù hag an doueoniezh. Echu gantañ e studioù beleg e voe degemeret evel kartennour e Gymnasium Vosagense e Saint-Dié-des-Vosges.

Ur sell a-dost ouzh planisferenn Waldseemüller ma lenner AMERICA

D'ar 25 a viz Ebrel 1507 e lakaas embann ur gartenn e Cosmographiæ Introductio. Anavezet eo ar gartenn-se gant an anv planisferenn Waldseemüller. Enni eo ec'h implijas evit ar wech kentañ ar ger America (diwar anv Amerigo Vespucci) da envel lodenn su kevandir Amerika. An istorourien o deus klasket gouzout perak en doa implijet anv Vespucci e-lec'h hini Kristof Koulm. Eeun e seblant an displegadenn bezañ : d'ar mare-se e oa brudetoc'h beajoù Vespucci evit re Goulm[1]. War ar blanisferenn e weler ez eo anvet Amerika an Norzh Terra vuida incognita (douar didud dianv).

Etre 1507 ha 1511 e kenlabouras gant e vignon Mathias Ringmann (1482-1511) war embannadur latin nevez Geographia Ptolemaios. E-keit ma tifazie Ringmann an testennoù e rae Waldseemüller war-dro ar c'hartennoù. 20 kartenn nevez a ouzhpennas ivez. Al levr-se a vez gwelet peurliesañ evel an atlas modern kentañ.

En unnan eus ar c'hartennoù-se (Tabula Terre Nove) e klaskas en em zifaziañ : war lodenn Amerika ar Su e skrivas : « An douar-mañ hag an inizi stok a zo bet dizoloet gant Kristof Goulm a Genova, evit penntiern Kastilha»[2].

Azalek 1514 e voe chaloni e Saint-Dié-des-Vosges, ma varvas d'ar 16 a viz Meurzh 1520.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. 500vet deiz-ha-bloaz Amerika
  2. (en) Norman J W Thrower, Maps & Civilization: Cartography in Culture and Society, 1999, pajenn 71