Marta Hillers
Marta Hillers | |
---|---|
Obererezh | deizlevr |
Ganedigezh | 26 a viz Mae 1911 e Krefeld |
Marv | 16 a viz Even 2001 e Basel |
Yezh skrivañ | alamaneg |
Oberennoù pennañ | |
Eine Frau in Berlin | |
kemmañ ![]() |
Marta Hillers (26 a viz Mae 1911 e Krefeld -16 a viz Even 2001 e Basel) a oa ur gazetennerez alaman.
Er Sorbonne he deus studiet, hag ouzhpenn alamaneg e ouie komz ruseg ha galleg. Beajet he deus kalz en Europa goude he studioù.
Brudet eo evit bezañ skrivet an danevell vuhez anvet Eine Frau in Berlin (Ur vaouez e Berlin). Enni e kont buhez pemdez tud Berlin pa voe aloubet ar gêr gant an Arme Ruz, e dibenn an Eil Brezel-bed. Skrivet he deus al levr-se e stumm un deizlevr, an darvoudoù kontet ennañ a c'hoarvez etre an 20 a viz Ebrel 1945 hag an 22 a viz Even 1945. Ar romant a zo bet savet e stumm ur flm hag embannet e 2008 en Alamagn ha Polonia. Er Stadoù-Unanet Amerika e vez graet A Woman in Berlin anezhañ.