Marilyn Chambers

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Marilyn Chambers e 2005

Marilyn Chambers (22 a viz Ebrel 1952 e Westport (Connecticut) - 12 a viz Ebrel 2009 e Los Angeles) a oa un aktourez amerikan. C'hoari a reas dreist-holl e filmoù pornografek.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a reas da vezañ brudet a-drugarez d'he ferzh er film Behind the Green Door (1972). Reuz a savas tro-dro d'ar film, dre ma oa ennañ, hag evit ar wech kentañ, un aktourez wenn oc'h ober karantez gant un aktour du. C'hoari a reas ivez e-barzh ur film pornografek brudet all anvet Insatiable (1980). Ar vaouez kentañ o tapout brud hag o c'hounit he zamm bara a-drugarez d' he ferzhioù e filmoù pornografek e voe. Marilyn Chambers a reas berzh ivez e bed ar sonerezh, gant he fladenn vihan disko anvet Benihana e 1976. E 1977 e c'hoaris rol pennañ ar film Rage gant David Cronenberg. He ferzh nemetañ en ur film nann pornografek e voe. Etre 1975 ha 1985 e voe dimezet gant Chuck Traynor, hag a oa bet gwaz un aktourez filmoù pornografek all, Linda Lovelace hec'h anv. Da vare dilennadegoù prezidant ar Stadoù-Unanet e 2004 e lakaas hec'h anv da vezañ besprezidantez Personal Choice Party. Ezel e oa eus AVN Hall of Fame.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.