Mont d’an endalc’had

Marie de Rabutin-Chantal

Eus Wikipedia
Marie de Rabutin-Chantal

Marie de Rabutin-Chantal (Pariz, 5 a viz C'hwevrer 1626Grignan, Drôme, 17 a viz Ebrel 1666) a oa ur varkizez c'hall er XVIIvet kantved.

Brudet eo al lizhiri a skrive d'he merc'h ha da gerent all.

Ur c'hastell he doa e Breizh, kastell Reier Sevigneg e-kichen Gwitreg. Eno he dije(Kaoz dispis) skrivet ouzhpenn 250 lizher.

Eured ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 4 a viz eost 1644, ha hi 18 vloaz, e timezas da Henri de Sévigné (1623-1651), un aotrou eus Breizh, perc'henn war gastell Reier Sevigneg, en doa kemeret an titl a varkiz. Ha setu Mariede Rabutin-Chantal aet da varkizez Sevigneg.

Intañveziñ a reas da 25 bloaz, d'ar 5 a viz C'hwevrer 1651, pa voe lazhet he fried en un duvell gant François Amanieu, aotrou Ambleville, marc'heg Albret, abalamour d'un itron de Gondran, e bried-kleiz.

Daou vugel o doa :

  • Françoise (Paris, 1646 - Marselha, 1705), a zimezas da François Adhémar de Monteil de Grignan ;
  • Charles (Kastell Reier Sevigneg, 1648 - Pariz, 1713), baron Sévigné, a zimezas da Jeanne-Marguerite de Mauron, hag a voe divugel.

Emsavadeg 1675[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Test e voe eus ar gwaskerezh war-lerc'h emsavadeg 1675 e Bro-Roazhon.

Cette province est dans une grande désolation. M. de Chaulnes a ôté le parlement de Rennes pour punir la ville ; ces Messieurs sont allés à Vannes, qui est une petite ville où ils seront fort pressés. Les mutins de Rennes se sont sauvés il y a longtemps : ainsi les bons pâtiront pour les méchants ; mais je trouve tout fort bon, pourvu que les quatre mille hommes de guerre qui sont à Rennes, sous MM. de Fourbin et de Vins, ne m’empêchent point de me promener dans mes bois, qui sont d’une hauteur et d’une beauté merveilleuses. — 20 Here 1675.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.