Marie Lester

Eus Wikipedia

Marie Lester eo anv an enklaskerez empentet gant ar skrivagner breizhat Jean Failler hag a gaver en ur rummad 60 romant polis.

Anv brezhonekaet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mari ar Stêr eo anv an harozez e Gwrac'h ar menez, troet e 2005 gant Garmenig Ihuellou diwar ar romant gallek La bougresse, hag a voe embannet gant an Éditions du Palemon e Kemper.