Marie Françoise Élisabeth de Savoie
Marie Françoise Élisabeth de Savoie, pe Maria Francisca de Saboia e portugaleg (Paris 1646-1683 Lisboa) a oa ur briñsez c'hall hag a voe Rouanez Portugal div wech, dre he dimezioù, da gentañ da Afonso VI, ha da eil d'e vreur rejant Dom Pedro (1646-1706) a deuas da vezañ roue Portugal, o-daou mibien d'ar roue João IV.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa da Charles-Amédée de Savoie, dug Nemours ha da Élisabeth de Bourbon-Vendôme.
Merc'h-vihan e oa da César de Vendôme (1594-1665), ur mab bastard d'ar roue gall Herri IV, ha d'e bried-kleiz Gabrielle d'Estrées,
Lazhet e oa he zad gant e vreur-kaer François de Vendôme, dug Beaufort pa oa-hi 6 vloaz. Savet e voe Marie-Françoise hag he c'hoar henañ Marie-Jeanne-Baptiste gant o mamm hag ho mamm-gozh Françoise de Lorraine-Mercœur, dugez Vendôme.
Dimeziñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]He c'hoar a oa dimezet d'an dug Charles-Emmanuel II de Savoie en 1665. Marie-Françoise a voe dimezet da roue Portugal, Afonso VI en 1666. Un dimeziñ politikel e oa, evel kustum, ha lidet e voe e Bro-C'hall in absentia. Afonso a oa 23 bloaz, Marie Françoise a oa nevez tapet hec'h 20 vloaz ganti.
Aozet e voe an dimeziñ-se gant un diplomat portugalat, kont Castelo Maior, hag a glaske skoulmañ un emglev etre Portugal ha bro-C'hall a-enep Spagn.
War vor trema Portugal
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ditouret e oa bet ar Spagnoled gant o spierien diwar-benn pegoulz e voe savet eor lestr ar briñsez, ha klask a rejont skrapañ anezhi war vor. Ur bagad listri a voe kaset eus Cadiz evit klask tapout ar plac'h nevez. Amiral ar 15 lestr spagnol a gemeras kreñvlec'h Sant-João war an Inizi Berlengas, dirak Peniche ha Cabo Cavoeiro, ur c'hant kilometren hanternoz da Lisboa. Eno e oa aezamant da eoriañ listri. Pell amzer e oa bet repu morlaeron a bep bro ha klaske skrapañ madoù ar varc'hadourien spagnol ha portugalat kaset da Afrika, pe degaset eus Amerika pe Norzheuropa. Fall e troas an afer gant ar Spagnoled: stourm kalet a reas 25 den gwarnizon ar c'hreñvlec'h a-raok emzaskoriñ, ma voe gwanaet an armada a zistroas da Gadiz, e-keit ma voe kemmet deizioù ar veaj gant ar C'hallaoued, a oa bet kelaouet marteze gant o spierien ivez eus mennadoù ar Spagnoled.
Lez Lisboa
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pan erruas ar rouanez yaouank e Lisboa e voe dipitet bras gant al lez, disheñvel-bras diouzh an hini c'hall, ha gant personelezh he fried. Un hanter inosant e oa, hervez an istorourien, mateze abalamour d'ur c'hleñved pa oa bugel. Tamm deskadurezh ebet n'en doa gallet kaout, tremen a rae e amzer gant tud izel, kouz er palez evel er-maez, o c'hoari pe o cholorial, pe oc'h en em gannañ. Ur mignon eus Genova en doa, ha hennezh en doa beli warnañ. Hoalet e voe Marie Françoise gant breur-kaer, Pedro.
Galloud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An daou bried-kleiz a stagas da irienniñ evit lakaat kas Castelo Maior kuit. Goude graet kement-se e rejont d'ar c'h-Cortes (Ar Stadoù) embann diskar ar roue d'ar 24 a viz Du 1667, ma voe kaset pevar bloaz « d'an diaoul», da lavarout eo da un enezenn eus an Asorez. Ouzhpenn da se e teujont a-benn da lakaat nulañ eured Marie Françoise hag Afonso, dre ur prosezadur kamm ha falstamalloù, d'an 28 a viz Meurzh 1668.
Addimeziñ a reas Marie Françoise d'an 2 a viz Ebrel d'he breur-kaer, ar rejant Dom pedro gant aotre ar pab.
Bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Nemet ur verc'h n'o doe Marie Françoise hag ar rejant Pedro II :
- Isabel Luísa Josefa de Bragança (1669-1690), lesanvet « an danvez-pried peurbadel », hag a varvas da 21 bloaz.
A Rainha fundou em 1667 o convento do Santo Crucifixo ou das Francesinhas, e enriqueceu muitas igrejas Marie Françoise a renas ur vuhez devot neuze, hag a roas arc'hant da sevel iliz Nossa Senhora da Conceição, en Atouguia da Baleia, e-tal Peniche.
Afonso a zistroio en 1675 ha serret e voe e palez Sintra ma varvas da 40 vloaz, diwar un taol-gwad e-pad un oferenn d'an 12 a viz Gwengolo 1683.
He marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Marie-Françoise a voe rouanez Portugal en-dro neuze ... e-pad tri miz... rak prestik goude e varvas d'ar 27 a viz Kerzu 1683.
Beziet e voe e kouent ar Francesinhas, diazezet ganti, hag e 1912 e voe kaset he relegoù d'ar Panteão dos Braganças, a zo e Manati São Vicente de Fora.