Marie Fikáčková
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Tchekoslovakia |
Anv e yezh-vamm an den | Marie Fikáčková |
Anv-bihan | Marie |
Deiziad ganedigezh | 9 Gwe 1936 |
Lec'h ganedigezh | Sušice |
Deiziad ar marv | 13 Ebr 1961 |
Lec'h ar marv | Praha |
Abeg ar marv | krougañ |
Kondaonet evit | infanticide |
Penalty | Kastiz ar marv |
Micher | klañvdiourezh, lazher a steudad, midwife |
Marie Fikáčková (9 a viz Gwengolo 1936 e Sušice – 13 a viz Ebrel 1961) a oa ul lazherez a steudad tchek.
Penn-kentañ he buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Fikáčková a gasas he bugaleaj en ur familh ma oa diaesterioù, ha da fall ez eas hec'h eured. Klañvdiourez e oa en ospital Sušice, e rann ar gwiliouderezh.
Muntroù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1960 e voe bac'het ha tamallet outi bezañ lazhet ur babig nevez c'hanet. E-pad an enklask ec'h anzavas bezañ lazhet 10 babig all da nebeutañ, abaoe 1957. Skeiñ a rae gant penn ar babiged ha mervel a raent dindan un nebeud eurvezhioù pe un nebeud devezhioù. Ne roas tamm displegadenn ebet d'hec'h emzalc'h. Da-geñver he frosez e voe tamallet daou vuntr outi, peogwir ne oa ket tu da brouiñ ar muntroù kent. Ne oa ket aozet an ospital a-seurt ma vije bet dizoloet ar muntroù, ha dre zegouezh eo e voent dizoloet. Ne voe tamallet penn bras ebet, ha kuzh e chomas an afer e-pad pell.
Marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kondaonet e voe Fikáčková da gastiz ar marv ha krouget e voe.