Mariana Joaquina Pereira Coutinho
Neuz
Mariana Joaquina Apolónia da Costa de Vilhena Pereira Coutinho, ganet en Arcos de Valdevez e 1748 ha marvet e 1820 en Oeiras, a oa dimezell a enor gant Maria Iañ Portugal, rouanez Portugal, en XVIIIvet kantved. Brudet e oa he c'hened. Lesanvet e oa bet Sereia dos Olhos Verdes, morganez he daoulagad gwer. Savet e veze barzhonegoù da Armânia, anagram hec'h anv Mariana, ha muzenn barzhed lez Portugal e oa. Ur saloñs lennegel a zalc'has ivez.
Dimeziñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a reas Mariana Joaquina Apolónia e 1769 gant un den eus Enez Faial, en Açores, Miguel de Arriaga Brum da Silveira, a gemere perzh e kuzul ar rouanez, hag a oa Marc'heg Urzh ar C'hrist.
He marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a reas Mariana Joaquina e 1820 e Palácio dos Arriagas, en Oeiras.