Maria Magdalena Aostria (1589-1631)
Neuz
Maria Magdalena Aostria
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Aostria |
Anv e yezh-vamm an den | Maria Maddalena d'Austria, Maria Magdalena von Österreich |
Anv-bihan | Marie |
Titl noblañs | Archduchess, Grand Duchess |
Deiziad ganedigezh | 7 Her 1589, 7 Her 1587 |
Lec'h ganedigezh | Graz |
Deiziad ar marv | 1 Du 1631, 31 Her 1631 |
Lec'h ar marv | Passau |
Lec'h douaridigezh | Basilica of San Lorenzo |
Tad | Karl II Aostria |
Mamm | Maria Anna Bavaria |
Pried | Cosimo II de' Medici |
Familh | Tiegezh Habsburg |
Micher | politiker |
Karg | Rejañs |
Relijion | Katoligiezh |
Prizioù resevet | Golden Rose |
Deskrivet dre | Portrait of Maria Magdalena of Austria |
Maria Magdalena Aostria, pe Maria Maddalena d'Austria en italianeg (1589-1631), a oa Dugez-veur Toskana dre he dimeziñ.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa da Karl II Aostria, arc'hdug Aostria, ha d'e bried ha nizez Maria Anna Bavaria (1551–1608), ha hi an hini diwezhañ eus o femzek bugel.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimezet e voe Maria Magdalena e miz Here 1608, e Padova, da dug-meur Toskana Cosimo II de' Medici (1590-1621).
Eizh bugel o doe:
- Maria Cristina (1609-1632), ganet nammet, badezet e miz Du 1610. Lakaet e voe en ur gouent, hep bout leanez. Mervel a reas er Villa medicea di Poggio Imperiale.
- Ferdinando (1610 - 1670) a zimezas da Vittoria della Rovere (1622-1694), merc'h da Francesco Ubaldo della Rovere, dug Urbino. Dug-meur Toskana
- Giovan Carlo ( 1611-1663), anvet da gardinal e 1644.
- Margherita (1612-1679) dimezet e 1628 da Odoardo Iañ Farnese, dug Parma (1612-1646).
- Mattias (1613-1667), gouarnour kêr Siena.
- Francesco (1614-1634) a oa da vezañ den a vrezel;
- Anna ( 1616 - 1676) a zimezas e 1646 da Ferdinand Karl, Arc'hdug Aostria-Tirol (1628-1672).
- Leopoldo ( 1617 - 1675) anvet da gardinal e 1667.
Intañvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a reas he fried en 1621.