Maria Klementine Aostria (1798–1881)
Neuz
- Ur pennad Maria Klementine Aostria, zo, hag ur pennad Maria Aostria zo ivez.
Maria Klementine Aostria (1798–1881) a oa un arc'hdugez aostrian.
Merc'h e oa d'an impalaer Franz II an Impalaeriezh Santel ha d'e bried italian Maria Teresa di Borbone-Napoli (1772-1807).
C'hoar e oa da Marie-Louise Aostria, impalaerez ar C'hallaoued, ha da Maria Leopoldine Aostria, impalaerez Brazil.
Dimezet e voe d'hec'h eontr, Leopoldo di Borbone-Napoli (1790-1851), priñs Salerno, breur d'he mamm, ha bugale o doe.
Bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pevar bugel o doe Maria Clementina ha Leopoldo :
- ur verc'h (17 Here 1819), marv-ganet;
- Maria Carolina Augusta (26 Ebrel 1822 – 6 Kerzu 1869), dimezet d'ar priñs gall Henri d'Orléans, Dug Aumale, ha pevar bugel o doe;
- Ludovico Carlo (19 luglio 1824 – 7 agosto 1824) marvet dindan teir sizhun;
- ur verc'h (5 Kerzu 1829) marv-ganet.