Maria Anna von der Pfalz-Neuburg
Maria Anna von der Pfalz-Neuburg (1667-1740) a oa ur briñsez alaman hag eil pried Carlos II, roue Spagn .
Daouzekvet bugel an Dilenner Philipp Wilhelm von der Pfalz e oa. He mamm e oa Elisabeth Amalie von Hessen-Darmstadt. Savet e voe gant he c'hoarezed e kastell Neuburg en Alamagn. Koant e oa, hogen rok ivez.
En 1689, pa varvas pried kentañ ar roue Carlos II, Marie Louise d'Orléans, e rankas e vinistred hastañ kavout ur wreg nevez dezhañ. Dibabet e voe Maria Anna von der Pfalz-Neuburg e-touez meur a hini all dre an abeg ma oa frouezhus maouezed he ziegezh: 17 bugel he doa bet he mamm. Ouzh penn e oa c'hoar da Eleonore Magdalene von der Pfalz, pried an Impalaer santel Leopold Iañ, ha mat e kaved kreñvaat al liammoù gant skourr aostrian an Tiegezh Habsburg.
Intañvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a reas he fried d'ar 1añ a viz Du 1700 e Madrid. Goulennet en doa en e destamant ma vije roet ul leve dereat d'e wreg bep bloaz, ha ma vije doujañs outi a-berzh ar roue nevez. Daoust da se e c'hourc'hemennas Felipe V da Maria Anna kuitaat Madrid a-raok ma lakfe-eñ troad er gêr-benn.
Kuitaat Madrid a rankas Maria Anna ober, ha mont da chom da gêr Toledo, ma vevas en Alcazar kozh er baourentez. Meur a lizher a skrivas d'he ziegezh, en Alamagn, da c'houlenn skoazell.
E deroù 1701 e skrivas he breur Johann Wilhelm von der Pfalz, Dilenner Pfalz, d'an Impalaerez Eleonore da c'houlenn diganti skoazellañ o c'hoar. Daoust da se e chomas en Alcazar ma voe diaes he stad.
E fin ar bloaz 1704 e skrivas d'he mamm da glemm ne veze ket roet he leve dezhi, pe an drederenn hepken, ma n'halle ket goprañ servijerien, na prenañ boued zoken, hag he devoa aon da vout dilezet gant an holl.
Daou vloaz goude, e 1706, e tegouezhas un arme impalaerel e kêr Toledo, hag en he fenn he niz arc'hdug, Karl Aostria. Ha laouen Maria Anna ouzh e zegemer evel-just, nemet droug bras a savas er roue Felipe V a harluas anezhi un toullad bloavezhioù diwezhatoc'h. Mont a reas da Baiona ma voe o chom tost da 20 vloaz, er rue Montaut[1], ankouaet gant an holl. En 1721, Saint Simon, kannad dreistordinal, war e hent da Vadrid, a roas dezhi lizhiri a-berzh Loeiz XV hag ar Rejant Fulup, dug Orléans, hag a skrivas en hec'h eñvorennoù pegen paour e oa kouezhet an drederannourez.
War he c'hiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En 1739, e oa kozh ha klañv hag aotreet e voe da zistreiñ da Spagn. Mont a reas da chom da Balez an Infant, e Guadalajara, hag eno e varvas. Beziet e voe e Manati an Escorial.