Mont d’an endalc’had

Augeias

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Marchosioù Augeias)

Augeias (henc'hresianeg : Αὐγείας, latinekaet en Augias) a oa roue Elis, e gwalarn Peloponnesos, hervez mojennoù Hellaz kozh. Mab e oa da Helios (pe da Boseidon) ha da Hyrmine. Unan eus an Argonaoted e voe.

E gregach e oa Αυγείας / Augeías, a dalv kement ha skedus.

Herakles o tinaoziañ ar stêrioù Alfeios ha Peneios. Marelladur e Llíria (Kumuniezh València), hiziv er M.A.N. (e Madrid).

Kemmañ a ra e lignez hervez ar skridoù. Hervez darn e oa mab da Helios ha da Naosidame, pe da Eleios, roue Elis, ha da Naosidame. Hervez darn all e oa mab da b-Poseidon, pe da Forbas hag Hyrmine. Ha tad e oa da Epikaste, Fyleüs, Agamede (a oa mamm da z-Diktys), Agasthenes, hag Eurytos.

Stag eo e anv ouzh div vojenn.

An Argonaoted

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Marchosioù bras meurbet en devoa. Lous ha flaerius e oant dre ma oant leun a loened, hag a rae bernioù teil. O naetaat a reas Herakles dre lakaat div stêr da dremen enno, ha hennezh a voe ar pempvet eus e drevelloù.

Krevier bras en devoa, ha den n'en devoa kement a bennoù-chatal hag eñ. Dre ma ne oa ket bet skarzhet dindane gwech ebet abaoe un 30 vloaz e save flaer euzhus diwarne. Urzh a voe roet da Herakles gant e genderv Eurystheüs mont d'o naetaat.

Pa ginnigas Herakles labourat evit Augeias e prometas ar roue reiñ dezhañ ul loen diwar zek eus e bennoù chatal ma teuje a-benn da beurechuiñ al labour en un ober un devezh. Ha dont a-benn a reas Herakles o lakaat ar stêrioù Alfeios ha Peneios da dremen er marchosioù. Echu gantañ e labour, setu Herakles da c'houlenn e c'hopr. Fuloret e oa Augeias, nac'h paeañ a reas ar roue, petra bennak ma save e vab Fyleüs a-enep dezhañ. O c'has kuit a reas o-daou diwar e dro gant ar fulor.

Diwezhatoc'h e nac'has ar c'henderv kontañ hennezh e-touesk an daouzek trevell dre ma ne oa ket bet graet al labour gant Herakles e-unan, met gant ar stêrioù, ha dre ma oa bet paeet. Kontañ a reas e chome c'hoazh seizh trevell da ober, ma kasas an haroz da drec'hiñ Evned lenn Stymfalos.

Tri bloaz goude e teuas Herakles pa oa tud Eulis oc'h ober ul lid d'an doue Poseidon, ha lazhañ a reas Eurytos, mab da Augeias.

Diwezhatoc'h e tistroas gant un arme da aloubiñ kêr Elis, ober freuz ha reuz enni, ha lazhañ ar roue. Gervel a reas neuze Fyleüs da zont en-dro da gemer ar garg a roue e-lec'h e dad. Evit lidañ e drec'h ec'h aozas ar c'hoarioù olimpek kentañ, gouez d'ar barzh Pindaros.

Implijet e vez aliezik an droienn marchosioù, pe krevier, Augeias, evit ober anv eus ul lec'h lous meurbet, ha betek er politikerezh pa geñverier stadoù pe gouarnamantoù gant ar c'hrevier flaerius-se. Lavaret e vez naetaat marchosioù, pe krevier, Augeias eus ul labour diaes da gas da benn ha n'hall ket ne vern piv ober, nemet un den par da Herakles e ve, hogen un dra a vefe ret ober evit gwellaat ar vuhez er vro.