Marc'hadourezh
Ster hollek ar ger marc'hadourezh a zo evit termenañ un hollad danvezioù unseurt a c'hell bezañ lakaet e gwerzh gant ur marc'hadour. Treuzdouget e vez ar marc'hadourezhioù eus lec'h da lec'h evit bezañ fardet ha treuzfurmet e marc'hadourezhioù all pe evit bezañ gwerzhet evel ma 'z int. An nevid a vez graet eus ar pezh a ra ar varc'hadourien en o holl.
Un adster a zo bet kinniget gant Karl Marx p'en deus prederiet war "ar varc'hadourezh" o reiñ dave d'an holl danvezioù eskemmet ha p'en deus pouezet war perzh pennañ ar armerzh, bezañ un armerzh marc'had.
Marc'hadourezh evit an nevid
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Termenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E bed an nevid eo ar varc'hadourezh un danvez produet a c'hell degas un dalvoudegezh armerzhel d'e perc'henner gant ma'z eus gantañ ar gwir d'e werzhañ e-lec'h implijout anezhañ. Dre vras eo ar varc'hadourezh un danvez, fetis pe difetis, a c'hell bezañ gwerzhet pe brenet war ur marc'had digor.
Da skouer e c'heller lakaat war ar marc'had eoul-maen, tredan, sonerezh, kig, kotoñs, metaloù, dafar burev... hag traoù negativel ivez evel ar gwirioù kas d'an neñv aezhennoù noazus.
Peurliesañ, evit aesaat an traoù, e vez gwelet ur varc'hadourezh evel kevatal gant hini ur produer all hag er gevrat gwerzhañ e tamgomz an dra ken e c'hellfer prenañ ar memes marc'hadourezh digant ur marc'hadour all evit fardañ ar memes rekipe hep sellet spis outi.
Bez' ez eus yalc'hoù bedel evit eskemm ar marc'hadourezhioù (hep ma vefent gwelet gant ar brenerien, na kaset dezho d'an aliesañ).
- Yalc'hoù kenwerzh Chicago
- Euronext.liffe
- Yalc'h ar metaloù Londrez London Metal Exchange
- Yalc'hoù marc'hadourezh New York
Hervez ar vikroarmezherien e c'heller kontañ evel marc'hadourezhioù, al labour hag ar moneiz.
Ar varc'hadourezh hervez Marx
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E teoriennoù armerzhel klasel, e levrioù Marx pergen, ur varc'hadourezh a zo un danvez pe ur servij lakaet e gwerzh war ar marc'had. Hervezo eo al labour (an "nerzh labour") oberennoù arz hag al loazoù naturel marc'hadourezhioù ivez. Klask a rae Marx degas un diskoulm evit termenañ talvoudegezh armerzhel ar marc'hadourezhioù dre ginnig teorienn talvoudegezh al labour. Kalz a brederourien armerzhel (ha ne oant ket marksouriezh|marksourien) o deus klasket seurt diskoulm (Adam Smith, David Ricardo en o zouez), rak n'eo ket kevatal an dalvoudegezh hag ar priz ken ur glaoustre eo d'armerzherien, koulz ar varksourien hag ar frankizourien evit o termenañ.
Perzhioù ar varc'hadourezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez teorienn Varx, talvoudegezh ar varc'hadourezh a zeu eus kementad al labour denel a zo bet ezhomm evit he froduiñ. Eus an dra-se e c'heller kompren e klask an dud espern anezhañ. Met teir dalvoudegezh a zo enklozet en ur varc'hadourezh erfin :
Un dalvoudegezh implij a ya ganti pa c'hell bastañ ezhomm un den pe c'hoant un den. Dre ret, an dalvoudegezh implij a zo ivez talvoudegezh an implij sokial pa n'eo ket bet produet an danvez evit an produer, met evit tud all.
Un dalvoudegezh eskemm a ya ganti peogwir e c'hell bezañ eskemmet gant marc'hadourezhioù all. Evel-se e bren ar perc'henner nevez ur gounid tennet diouzh labour tud all
Ur priz a ya ganti hag eo an eztaol dre moneiz evit an talvoudegezh eskemm, met posupl eo ober hep moneiz en ur jediñ ur ratio evit an eskemm, da lavaret eo ober trok.
Hervez teorienn talvoudegezh labour, talvoudegezh ar produadur war ur marc'had digor a vez reoliataet gant an amzer labour ret ez-sokial krenn hag e vez lakaet ar prizioù da c'hoari egile gant eben dindan lezenn an dalvoudegezh.
Un troer all a zo goulennet. Trugarez
Sell ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kenwerzh
- Perc'hennerezh
- Lezenn an dalvoudegezh
- Talvoudegezh eskemm
- Talvoudegezh implij
- Talvoudegezh labour