Mont d’an endalc’had

Marc'hegiezh Impalaerel

Eus Wikipedia
Reichs-Ritterkreis, Johann Stephan Burgermeister, 1721

Ar Varc'hegiezh Impalaerel (alamaneg : Reichsritterschaft) a oa ur gumuniezh a vrientinien alaman hag a oa e darempred gant an Impalaer santel roman german hep bout stag ouzh ur rouantelezh nag ur roue. Ur stael Reichsunmittelbar ("dihanterouriezh impalaerel") a veze graet anezho.

Adal 1495 e voe savet ar Reichstag ("Bodadeg an impalaeriezh") hag ar vrientinelezh vrasañ a gemere perzh enni (dilennerien, priñsed, duged, konted ha preladed ivez). Sezioù hêrezhel a oa roet dezho. Hogen nac'het e oa d'an noblañs bihanoc'h, marc'heien ha baroned peurvrasañ anezho. Hi o deus mennet o bodañ e pemzek Ritterorten ("bodadoù marc'heien") evit diskouez o youl da pouezañ war an impalaer ha dont tre er Reichstag. Krouet e voe marilhoù ha sezioù evito e 1542. E 1577 e voe tolpet an holl Ritterorten e tri Ritterkreis ("Kelc'h marc'heien") : ar Ritterkreis Frank, ar Ritterkreis Swab ha Ritterkreis ar Roen.

Götz von Berlichingen a oa unan anezho.